en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

N'eus danvez maer.ez ebet e Molenez !

N'eus danvez maer.ez ebet e Molenez !

N'eus bet kinniget listenn ebet gant annezidi Molenez evit an dilennadegoù ti-kêr e miz Meurzh, daoust da strivoù un dornad annezidi. N'int ket deuet a-benn da sevel ul listenn e koulz evit disklêriañ anezhi er prefeti. Adalek miz Ebrel e vo anvet tri den war an anezenn gant ar prefeti neuze, a vo en karg da verañ aferioù ar gumun, da c'hortoz un diskoulm. Agathe Seite a zo engouestlet e buhez hec'h enezenn gennidik. Displegañ a ra deomp penaos eo net lakaet diaes ar gumun gant an dilennadegoù...

Agathe Seite a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Etre 9 ha 13 den zo ezhom evit sevel ul listenn e Molenez. Tri miz a vo gant ar gumun evit aozañ dilennadegoù en-dro. Dalc'het e vint e miz Even sur mat, gant ma vo teuio a-benn ar Voleniz da sevel ul listenn ! 6 kumun e Breizh n'int ket deuet a-benn da sevel ul listenn da nebeutaén evit an dilennadegoù ti-kêr. Ur goursez tri miz o do holl.

Skeudenn : Molène photo ccpi

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio